Daou zevezh stourm enep ar greizenn gaz e Landi.
Kenderc'hel 'ra ar gevredigezh "Nann d'ar greizenn d'ober gaz e Landi" da stourm. E-kerzh ar week-end 'oa kinniget taolioù-krenn, predoù, koñsertoù ha pourmenadennoù. Abaoe 6 vloaz eo embannet Triskell an energiezh 'ba Breizh gant ar rannvro ha Stad Bro-C'hall lec'h 'zo ur raktres da sevel ar greizenn gant Direct Energie asambles gant Siemens. Lan Rohou 'zo ezel eus "Nann d'ar greizenn e Landi" 'noa kemeret perzh 'ban daou devezh stourm. Muioc'h a displegadennoù gantañ ouzh mikro Erwan Blanchard.
Ur gudenn a gevezerezh 'vefe hervez Komision Europa kar emañ gant EDF ul lodenn vat eus marc'had an tredan 'ba Frañs dija.