en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dilezel 'ra François Marc e sez senedour

Dilezel 'ra François Marc e sez senedour

'Benn disul 'vo dalc'het an dilennadegoù senedour 'ba Morbihan ha Liger-Atlantel. Tri bloaz 'zo 'oa dilennet ar senedourien 'ban departamantoù all 'ba Breizh. Ur senedour dilennet 'ba Penn-ar-Bed 'neus divizet dilezel e blas: François Marc 'zo bet dilennet e 1998 'vel senedour met kroget 'oa gant ar politikerezh e 1983 'pa oa bet dibabet 'vel maer, 'bar Roc'h-Morvan chouk Landerne. Bet eo ivez pdt kumuniezh-kumunioù Landerne-Daoulaz ha bez-prezidant Kuzul meur Penn-ar-Bed. Divizet 'neus paouez fin ar miz 3 bloaz araok fin e brantad 'ba Palez al Luxembourg 'blam d'e yec'hed. Ar boan gein 'neus François Marc, 'pezh a harzh 'nañ da genderc'hel gant ar polikerezh: re a labour 'zo: tri-ugent eurvezh bep sizhun ha re a vonedoneoù betek Pariz hag amañ 'ba Breizh. Kontañ 'ra deomp petra 'neus degaset dezhañ bout dilennet 'pad keit se.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio