Keleier 5:30
@@@Brest kêrbenn ar mor.@@@
Bep pevar blez vez degemeret bagoù kozh bravañ ar bed 'ba Penn-ar-Bed! Ha milieroù ha milieroù a dud a za d'o gwelet ! "Tonnerres de Brest" eo anv ar gouel bremañ. Ma 'vo lakaet bagoù brav ha moraerien àr wel adal an 13 a viz Gouere 'vo un digarez evit pesketourien ha peizanted ar vro da n'um ziskouez. Gete 'vo ur gêriadenn, "Terres et mers" he anv. Ur gêriadenn un hektar get 1500 produer: labourizion-douar ha pesketourien. keunniget 'vo gete 'pezh eo o micher dre animassionnoù a bep seurt èl goeroiñ ar saout, monet da vizitañ ter bag chaluter, tañva boued ha boued mor&. Ouzhpenn 'vo aozet un devezh bras d'an 16 a viz Gouere, un devezh "people" get Nolwenn Leroy, ar vreudeur Morvan, ar martolod Lionel Lemonchois, ar soner Yvan Le Bolloc'h, Padrig Poive d'Arvor. Sonerezh ar vro 'vo klevet àr ar c'haeoù 'ba Brest: bemnoz 'vo kinniget ur fest-noz bras. Selaouomp displegadennoù André Le Berre, prezidant kozh komite pesketa Breizh, ha tad-paeron ar gêriadenn "Terres et mers". Ur pennad-kaoz get Herve ar Beg ag Arvorig FM.
Amañ
@@@Devezhioù glad ar vro hag ar melinioù vo 'benn an dibenn-sihun.@@@
An digarez da zijolein istoer ar vro dre skwer èl e Pondi lec'h ma vo savet animationoù tro dro d'ar grenn amzer get ar gevredigezh Ti Milin. E Kastell ar Rohaned e vo an traoù. Prezegennoù, atalieroù kegin, c'hoarioù evit ar vugale, liammet razh get penaos oa ar vuhez e prantad ar grenn-amzer. Françoise Ramel-Flageul deus savet Timilin.
Get Yaëlle ar Mouel
@@@Bagadañs e Karaez d'ar 14 a viz Gouere.@@@
Digarez eo da vodañ dañserien kelc'hioù keltiek ha sonerien bagadoù, hag en devezh-se ivez 'vo konkour pempvet rummad ar bagadoù. Dec'h 'oa kinniget an abadenn e Karaez. Selaouomp doh Jean-François Peron, prezidant bagad Karaez hag e penn ar jeu evit ar bagadañs. Get Tudual Karluer.
Ar pennad kaoz