Un devezh preder a zo bet disadorn e Gwened get Breizh Impacte.
Bodet e oa tro dro 80 a dud da heuliañ an eskemmoù. Meur a dem a zo bet lakaet ar gaoz àrne èl ar politikerezh yezh e Breizh, an emglevioù Tafta ha Ceta, an aerborzh e Kernitron ar Lann, adunanidigezh Breizh pe c'hoazh ar liammoù get rannvroioù arall en Europa pe krouiñ ur Celib nevez ha diorren an ekonomiezh. A-bep seurt neuze da vagiñ ar soñjoù bet roet lañs dezhe get Breizh Impacte meur a vlez 'zo. Pedet oa bet Fanny Chauffin da gemer perzh er c'hendiviz tro dro da yezhoù Breizh. Hiroc'h e lar deomp a-zivout ar feson da stourm hiziv an deiz doc'h mikro Yaelle ar Mouel.