12 hentad brezhoneg-galleg 'zo bet digoret evit ar bloavezh skol 'mañ
Setu graet an distro-skol e pep lec'h er vro.
Evit ar re vihanañ eo bet ur pezh dizoloadenn : ur lec'h nevez, keñseurted nevez, hag ur yezh nevez evit lod. E Breizh 5 departamant 'zo bet digoret 12 hentad divyezheg ar bloaz-mañ. En o mesk, hini Pleñver (distagiñ « Pliwir ») e-tal an Alre hag a zo bet digoret er skol bublik « ar Groez Ven », get 26 krouedur. Ar sifr uhelañ a-fed digoradurioù ar blez-mañ en akademiezh a-bezh. Un taol kaer, ur gwir klaoustre hag ur gwir c'hoant ma kresko an traoù 'benn an bleadoù da zonet evit ar skolaer Morvan Provost. Kontiñ a ra deomp an devezhioù-skol ketañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.