en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Penaos eh a en-dro un ti-feurm bio?@@@ Setu pezh vez da zijolein bep blez a-drugarez d'an dorioù-digor vez savet get ar GAB er Morbihan. Ar blez-mañ emañ bet chwajet tachenn Pierre Yves Floc'h, staliet e Muzilleg a-c'houde 2008, evit degemer an dud. A bep seurt traoù vo da welet ha da zeskiñ, kement evit ar vugale evit ar re vrasoc'h. Ur feson da lakaat àr-wel ar vecher labourer douar bio. Èl ma lâr deomp Marie-Laurence Floc'h, mamm Pierre Yves a vez é sekour getoñ. Doh mikro Yaëlle ar Mouel @@@Traonienn Kernabat 'zo lakaet a-nevez.@@@ Divizet 'oa get kêr Wiklann kinklañ ha kempenn ur lec'h nevez evit ar re 'zo é chom eno. àr dro 100 000 euro 'zo postet evit gellet kas ar labourioù da benn. Met talvezout 'ra ar boan hervez an dilennidi. Deomp da selaou Gérard Pouliquen, eil maer ba Gwiklann, ha Jacques Bonderff ur gwiklanad. Ur reportaj get Erwan Blanchard

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio