en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Piv a ra àr-dro an ekonomiezh kengred ha sokial e kornad Pondi ?@@@ Setu ur renabl kaset da benn get bro Pondi evit gouiet piv a laboura àr an dachenn-mañ er vro ha penaos krouiñ liammoù etreze. Klasket 'zo atersiñ a-bep seurt kevredigezh dre skwer. En o mesk an MRJC, lec'h m'emañ an dud yaouank kustumet da gas raktresoù da benn. Rozenn Le Dréau a laboura evit an MRJC er Morbihan a-c'houde 2 vlez. Displeg a ra deomp hiroc'h. An atersenn @@@Dornskridoù Anjela Duval àr ar rouedad.@@@ Hiziv, e skol-veur Roazhon 2, 'mañ igoradur dornskridoù Añjela Duval bet lakaet en linenn. Ur pezh labour renabliñ ha niverelaat zo bet 'raok gellet o reiñ da welet d'ar muiañ niver. Ronan Ar C'hoadig 'neus anavet mat Añjela Duval, hag emañ e penn ar gevredigezh «Mignoned Añjela», n'eus bet lañset ar labour, lâret 'ra deomp penaos eo bet kaset. Get Tudual Karluer. Amañ @@@Un davarn nevez 'ba Forest-Landerne.@@@ É paouez digor he zavarn emañ Monique Lagadeg. Cafe an ti-gar e anv. Eviti eo ur mod da cheñch buhez goude bout bet mestrez-skol 'pad nav vlez àrn-ugent. Selaouomp dohti douzh mikro Erwan Blanchard

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio