Kurded PKK sikouret gant ar Stadoù-Unanet
Soutened eo kurded Siria get ar Stadoù Unanet. Roet 'zo bet armoù d'ar gurded get gouarnamant Donald Trump.
Diskleriet 'zo bet 2 suhun 'zo ha kaset de gurded Siria peadra de enebiñ Daesh. Kounaret e oe Recep Tayyip Erdogan, prezidant Turkia, de c'houzout e vehe soutened aneze. Met n'en deus ket de choaz e gwirionez, ker n'int ket mat ar liammoù etre Turkia hag Europa, gwashoc'h e vehe koll an darempredoù mat ez eus etre Ankara hag ar Stadoù Unanet. Hag en tu all d'ar Mor Braz ez eus bet graet ur choaz : anadoc'h eo de Trump reiñ armoù d'ar gurded evit e vefe kendalc'het ar brezel gete, ha gwarezet ar soudarded amerikan. Staliet n'eus daesh e gerveur e Raqqa hag ezhomm o deus ar stadoù unanet deus sikour ar gurded er brezel-se. Sañset e kendalc'hay kreñv an tagañ a-enep de daesh benn un nebeut sizhunvezioù, kaset get an emglev arabo-kurd.
Mikael Baudu, sevener ar film "Kurdistan, hunvreal an Nevez-Amzer", n'eus kendalc'het de gaout darempredoù get ar gurded. Displeg 'ra hirroc'h doc'h mikro Enora Molac.