problemos
SIN-170526-PROBLEMOS.docx
PROBLEMOS
Ur film sevenet gant : Éric Judor (2017).
Gant : Éric Judor, Blanche Gardin, Michel Nabokoff (1e25).
Evid ar re o doa bet tro da vevañ en ur gumuniezh e-pad ur prantad, lakaomp er bloazioù 1970, e vo ar film-mañ un degas-soñj ag o yaouankiz. Evid ar re arall o dehe c'hoant da grogiñ e-barzh bremañ e vo un tañva ag ar pezh a c'heller kavoud en ur sort tolp. Rag komz a ra Problemos ag ur menier ZAD (zone à défendre) a-sort gant heni Kêr-Itron-ar-Lann mar karer. E gwirionez n'eo ket ag ar ZAD-se ema ar film é komz, mez ag ur gumuniezh a greisteiz ar Frañs lec'h ma o deus ekolojisted en em gavet evid talañ douzh ur ragtres sevel un DizneyLand bennag en ur lec'h kàer-braz.
Ema Jeanne, Viktor hag o merc'hig parizianed é tistroiñ ag o vakañsoù hag é tremen dre ar gumuniezh-se evid saludiñ ur mignon dezhe. Evel-just, gant an digor ma vez an ekolojisted douzh an dud a gompren o stourm, e kennigont d'an tri zourist chomel gante ur prantad. N'eo ket tomm-tomm ar gwaz gant an ide-se, nag ar verc'h vihan, rag daw eo dezhe dilezel diouzhtu o zelefonoù hag o zabletennoù elektroneg, e-sigur m'ema kizidig-braz lod ag ar ZADisted douzh ar gwagennoù tredano-magneteg.
War ar mod fentuz e tiskouez ar film moned-war-raog ar gumuniezh-se. Tud a beb sort a gaver enni, gant soñjezonoù a beb sort ive, lod pleustreg, merket gant ar skiant-vad, ha lod distag a-zoc'h ar realded beteg seblantoud boud sod-mik d'hon daou barizian. Groz e vez lod ag ar skenennoù, lod soutilloc'h, ha c'hoarzhed pe minc'hoarzhed d'an nebeutañ a raomp da beb an amzer. N'eo ket ur film ag an dibab, mez diouzh an tu arall e welomp ive penaoz e c'hell ur gumuniezh evel-se, gant he rac'hwizoù hag he c'hennigoù nevez, boud ur labourva ag ar bed é klask un hent nevez. Arabad ankouaad memestra ema ar pezh a vez kenniget hiziw-an-deiz, a-fed ekologiezh ha respet douzh an natur, frouezh ar pezh a oa bet lañset goude emsav 1968. D'an amzer-se e veze soñjet e oa foll an dud-se o doa divizet gounid legumaj gant metodoù bio, da lâred eo evel e-raog, heb produioù kimieg da lakaad en o jardinoù. Mez gouied a rae an dud-se, yaouank peurliesañ, e veze lonket ar produioù-se gante goude. An dud arall henn gouie ive kredabl, mez ne faote ket dezhe henn gweled. Daomp ataw, pemp ha pewar a ra naw ! Setu perag hon eus ampouezonet an douar, setu perag e sav an dud eneb da vMonsanto hiziw, rag chomel a raont klañv gant o boued : re zo re ! Den ebed ne yahe da lakaad gazol en e garr-esañs, ar pezh a ra c'hoazh ar peb brasañ ag an dud pa zebront boued trafiket toud heb diwall. Mez ar vuhez a c'hell lâred stop, hag ar c'horf a rac'hwiz ober ur paz muioc'h. Neuze e rank an den en em c'houlenn perag n'hell ket mui tennañ e anal a-feson kén, perag n'hell ket mui debriñ bara heb santoud e vouzelloù éc'h ober skloumoù en e gof, heb gweled e groc'henn doned da voud ruz ha debron ennañ hardizh. Nag ur vuhez !
Diskoueziñ a ra ar film, aze ema e berzh mad, penaoz e c'hell an ideioù gwellañ troiñ da fall ive. Lâret e vez e vez pavezet an ifern gant mennozhioù mad. Iver a-walc'h eo. Ha gweled a raomp penaoz ha perag e vez taolet tud er-maez ag ar gumuniezh ; gwelet e vez limit ar reolennoù lakaet da gomañs ; gwelet e vez penaoz e ta c'hoantoù peb unan da vleuñviñ ha da gemer ar c'hreñv war re ar gumuniezh. A-benn ar fin e welomp e sav diwar-se ur gumuniezh he deus c'hoant da vevañ evel ma rae an dud... e-raog moned e-barzh ! Sapre denelezh ! Problemoù ataw...
Jean-Claude le Ruyet.20170526b.213F.