Rostrenn: un delwenn de enorin Sophie Scholl
E skolaj privez Kampostal e Rostrenn, e Kreiz Breizh, 'oa staliet un delwenn diriaou. Kement-mañ da-heul ur labour kaset get krennarded an trede klas o teskiñ alamaneg. Get o c'helennerez Nelly Savidan Siberil, 'oa bet roet lañs d'al labour-mañ, war-dro d'an emouestlañ, en ur studial buhez Sophie Scholl. Ur studierez yaouank a vro Alamagn e oe, ha rezistantez 'enep d'an nazied er strollad « Die Weiße Roze » , « ar Rozenn Wenn », drouklazhet oe bet evit se. Ur labour war-dro d'ar stourm 'enep d'ar gasoni ha d'an tu-dehoù pellañ. Christophe Milcent, kizeller deus Rostrenn, 'neus kemeret perzh en ur sevel un delwenn ma oa lec'h da dalvoudekaat labour ar re yaouank. Selaouomp pelloc'h digant Nelly Savidan-Siberil, diellourez er skolaj hag he deus labouret war ar raktres.
Un atersadenn get Tudual Carluer