Karta Breizh: ur mod gant ar rannvro da arc'hantiñ raktresoù pedagogel el liseoù
Bezañ zo deus Karta Breizh ur mod gant ar rannvro da arc'hantiñ raktresoù pedagogel el liseoù. Evit ar bloaz zo graet un tamm tro da bevar lise gant dilennidi ar rannvro, kement hag ober ur poent war ar raktresoù bet kaset war-raok. Dec'h 'oa Isabelle Pellerin, bezprezidantez ar rannvro e karg deus al liseoù el lise Pavie e Gwengamp, asambles gant Sylvie Argat-Bouriot ha Mona Bras, kuzulierezed rannvro, hag ezelezed kuzul-merañ al lise. C'hwezek raktres zo bet harpet gant Karta Breizh e lise Gwengamp evit ar bloaz, evit 12500 ¬ tre tout. Selaouomp pelloc'h gant Mona Bras. Deus mikro Tudual Karluer.