en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Rediañ ar vedisined yaouank da labourat 'ba rannvro lec'h mad int bet stummet.@@@ Evit ar wezh kentañ 'eo kinniget an diskoulm-mañ get urzh ar vedisined. Pal ar jeu eo klask stourm a-enep an diover a vedisined 'ba parrezioù 'zo àr ar maez. Dec'h 'oa kaset an ali-mañ d'ar ministr 'zo é karg ag ar yec'hed Marisol Touraine. Daoust hag eñ 'vehe posubl lakaat ar soñj-mañ en pleustr? Selaouomp doh Gerard Danielou. Nevez 'zo 'neus aotrou maer Kleder da stourm evit derc'hel un eil medisin 'ba ur gumunn lec'h m'emañ gozik 4000 annezad é chom. Ar pennad kaoz get Erwan Blanchard @@@Lieseurt eo ar stummadurioù e Stumdi.@@@ Àr greskaat eh a an niver a dud a glask deskiñ brezhoneg pe gwellaat o yezh. Kant trizek den zo bet degemeret ar blez-mañ er stummadurioù hir ha c'hwec'h den àrn-ugent evit ar stummadurioù uhel. Staliet eo Stumdi e Landerne, Planwour, Gwengamp hag Aredoñ. Àrlané deus lidet ti Stumdi he femp blez àrn-ugent. Ouzhpenn kelenn ar yezh e vez klasket hentañ ar stajidi davet ur vecher e brezhoneg. Claudie Motais, renerez ar greizenn stummiñ. Doh mikro Yaëlle ar Mouel @@@En Aodoù An Arvor zo nevez savet ur CDSMR.@@@ Da lâret eo komite departamant ar sportoù diàr ar maez. Unan oa savet e bep departamant arall e Breizh dija. Visant Dubois eo teñzorer ar CDSMR 22, lâret 'ra deomp petra eo, doh mikro Tudual Karluer. Amañ

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio