Uzin dour nevez e Ploerdut
Kroget eo ar labourioù de sevel un uzin deur nevez e Ploërdut. Evit ar poen ne vez ket gwelet netra, met kroget eo de lakaat an tulotiñ diboe 2 suzhun e Bot-Coët e Ploerdut, 'kostez Guemené e Bro Pourlet. An uzin nevez a yelo don en douar de gemer dour mat da evañ.
Dour a galite, met get kalz a houarn ha manganese. Mod se e vo tu chom hep kemer deur ar Skorff. An uzin deur nevez a goustay muioc'h a 2 million a euroioù, paeet ag un drederenn get ar sindikat Deur ar Morbihan, ha get yalc'hadoù an departamant.
Aet eo Enora Molac de welet an uzin kozh a zo e Lohmaleu, displegadennoù get Jean-Michel Le Cunff, a zo dileuriad Lohmaleu evit sindikat Dour ar Morbihan :