Pol Molac 'zo gant Emmanuel Macron!
'Mañ Paul Molac, depute pedervet pastell ar Morbihan, o kaballiñ evit Emmanuel Macron evit dilennadegoù prezidant ar Frañs. Graet 'neus depute bro Bloermael e soñj en ur glask pehini e-touesk an dud war ar renk a c'hellfe degas ar muiañ da Vreizh. Lâret 'neus da Dududu.Karlu. petore abegoù 'deus graet dezhañ mont da-heul Macron, pa vez keñveriet deus programmoù an holl re zo war ar renk.