Eskolim
Tremen ar c'henstrivadegoù publik er yezhoù rannvroel.
Setu ar pezh a vez goulennet digant ministrez an Deskadurezh Stad get skolioù dre soubidigezh bro C'hall. Dji 'zo strollet e-diabarzh ur gevredigezh nemeti, Eskolim hi anv.
Prezidanted ar pemp rouedad, hini bro Euskadi, Katalougnia, Okkitania, Elzas, ha Breizh evel just, a oa en em vodet d'ar sadorn 18 a viz meurzh e kêr Strasbourg. C'hoant gete eskemm ha kemer un diviz a-stroll àr ar gudenn.
Evit poent e Breizh, e zo div amprouenn ar breved hepken a vez tremenet e brezhoneg : an istor-geografiezh hag ar matematikoù. Evit ar vachelouriezh e vez tremenet e bzhg amprouenn ar brezhoneg, hag hini an istor-geografiezh.
Stephanie Stoll, prezidañtez Diwan, a zispleg dre benaos 'zo bet divizet da vont pelloc'h.