Keleier ar vro d'ar Gwener 6 a viz Du 2026
Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Manifestadegoù ouzh ar vuhez re gaer 'neunt graet berzh 'ba Breizh
Emaomp o vont da c’houestlañ un tamùm eus an abadenn geleier ‘bar stourm sokial ‘oa dalc’het dec’h… ‘Ba Breizh, ‘ba Frañs ha ‘ba lec’h all ‘ba Europa : E Bro Spagn, Itali, Portugal ha Beljik o doa dibunet an dud ivez war ar straedoù evit stourm a-enep d’ar strizhder ekonomikel ha goulenn muioc’h a reizhded sokial.
E Frañs e oa an devezh stourm brasañ a-c’houde derroù an diskar-amzer. War-dro 1,6 milion a vanifesterion a zo bet hervez ar CGT, hag un tammig nebeutoc’h eget 600 000 hervez minister an diabarzh.
En Oriant e oa ur morad tud a oa war ar straedoù : Etre 8 000 hervez CGT ar Morbihan, an hanter nebeutoc’h hervez ar polis. Difennet e oa bet get ar prefeti dibuniñ e kreiz-kêr, neuze e oa bet lakaet an emgav d’ar mintin dirak an ospital ha korntroiet an dachenn difennet. Sioul ha laouen e oa an aergelc’h, a bep seurt rummadoù oad o doa kemeret perzh.
Peseurt temz spered ‘zo get an dud ? Aodren Trehin he doa goulennataet Erell zo o labourat gant ur strollegezh lec’hel, ha Loeiza, zo kelennourez anezhi e harz-labour.
‘Ba Brest eo war dro 20 000 den ‘noant manifestet dec’h. Stourm eus ar prizioù re uhel ‘oa pal ul lodenn deusho ‘vel Marie. Hag ur stourm etre rummadoù. Kar ur bern tud yaouank ‘oa o tibuniñ dec’h ‘vel Maiwenn, zo studierez ‘da ingal da vanifestiñ ar rummadoù tud koshoc’h ‘viti hag evit he dazont dezhi. Emaint gant Erwan Blanchard.
A-du emañ ar boblañs gant ar sonjoù emrenour hervez an IFOP
Ur sontadeg a zo bet nevez embannet diàr goulenn R&PS (Régions et peuples solidaires), Rannvroioù ha pobloù kengred, ur c’hevredad a voda strolladoù politikel emrennour él an UDB. Ar sontadeg-se, bet graet get an Ifop a ziskouezha eh eus ul lodenn brasoc’h brasan ag ar boblañs a zo a-du get ar mennozhioù emrennour hag ar politikerezhioù yezh. Setu sell Brendan Guillouzic-Gouret, ezel a Kenurzhierezh demokratel Breizh diàr disoc’hoù ar sontadeg. Emañ gant Aodren Trehin.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Un devezh harzh-labour gant implijidi Blue Bus 'ban Erge Vras
N'eo ket bet votet ar raklezenn wqar ar sevel tailhoù 'ba Frañs
Credit Mutuel Arkea zo bet taget gant hackerien: 100 milion a euroioù zo bet laeret
10 vloaz ouzhpenn 'ban toull a ranko chom Joshua Wong 'ba Hong-Kong
Champions League Hand maouezed: Brest 'degemero Bucarest warc'hoazh