Split
SIN-170303-SPLIT.docx
SPLIT
Ur film sevenet gant : M. Night Shyamalan (2017).
Gant : James McAvoy, Anya Taylor-Joy (1e57).
Ne glasker ket mui troiñ an titloù saozneg er sinema. Sañset eo d'an dud a-vremañ boud desket e yezh Shakespeare. Heb gouied d'ar Fransizion, ema ar galleg é voned d'e dro war an hent he doa lakaet ar Republik ar brezhoneg da voned gantañ, a-c'houde an Dispac'h. Kebekiz a ziwall gwell o yezh : e-lec'h Split o deus titlet ar film Divisé. E brezhoneg e vehe posubl lakaad Rannet, pe Faoutet pe Frailhet. Rag portred ur skizofren a weler amañ. Soñj hon eus a romant Stevenson, L'étrange affaire du Dokteur Jekyll et de Monsieur Hyde (1886). Mez pa vez daou zen peurliesañ e spered ur skizofren evel er romant-mañ, e penn Kevin, amañ, eh eus tri warn-ugent ! N'eo ket e-hunan enta, ha ne gav ket hir e zeizioù.
Da beb an amzer, memestra, eh a Kevin da weled ur vedisinourez hag he deus gouestlet he buhez d'ar skizofrened. Ha hi a gav labour, m'hel lâr deoc'h, gant ar C'hevin-mañ. Rag pa za d'he gweled ne oui ket jamez anezhi piw zo a-dal dezhi : Kevin, Dennis, pe m'oar-me c'hoazh... Ar problem zo : piw a gontroll ar vandennad a zo e korf hon den ? Rag mar kaver tud a-feson e spered Kevin (ur c'hrouadur naw vloaz, ur servijer hegarad, ur vaouez a gar bokedoù ha kement zo...), e kaver ive tud arall nad int ket na trankil na fur, na bourrabl tamm ebed.
Hervez Le Monde e oa un Amerikan, Cameron e hanw, kavet tri bloaz so peder fersonelezh warn-ugent ennañ. Douzh a seblant ema bet savet ar film diwar stad Cameron. Dimezet e oa Cameron hag ur c'hrouadur a oa d'ar c'houblad. Lâred a rae e vaouez e wele-hi a-benn pa dape ur bersonelezh bennag ar c'hreñv war ar re arall e-korf he den, ur c'hemm hag a rae poan dezhañ, a lâre. Gouez d'an elektroañsefalogram graet ne yae ket an traoù e penn Cameron evel e empennoù an dud ordinel. Mez e-kontrel diouzh ar pezh a gont ar film-mañ, gelliñ a rae ar familh bevañ abepre mad memestra. Ober a rae Cameron e seizh gwellañ evid desav e vab a-feson. Rag e gwirionez e oa bet-eñv gwallgaset gant tud e familh pa oa krouadur, ar pezh a oa kaoz a gement a zizurzh en e spered bremañ.
Ma, komzit din, tudoù ! Braw eo roiñ boued da ugent den edan ho poned, mez koustiñ a ra kér deoc'h! Pa vo roet argant mizieg da oll an dud gant Benead Hamon, ne resevo ar "liezden" (da lâred eo an den gant an oll re a zo en e benn) nemed ur gopr hebkén, pa vehe reizh roiñ unan da beb komper ar skipailh. Gwell eo c'hoazh ober bugale ha touchiñ an allok ! Heb kontiñ ar c'hantin a ranker sevel evid alejañ boued d'ar vandennad. Ho maouez, mard eo skuizh dija é fardañ ragout d'ho mab ha deoc'h, ne vo ket forzh koutant da ziblusk legumaj an deiz-pad evid kement a istrogelled !
Bezit koutant, ma zud kaezh, pa ne gonter nemed unan evid paeañ an tailhoù d'ar gouarnamant pa vez kement a sitoaianed kuzh edan ar memez toenn, er memez korf. Pa ouiiehe ar Stad an doere ne vehe ket ar memez sonenn gantañ, kredabl. Un dra hañval marse zo degouezhet gant Fransez Filhon. Lâret en deus e oa an argant evid he familh, mez marse pas. Gouied a raomp eh eus ur c'hristen en e spered : marse eh eus ur pervezh pe ur skragn ouzhpenn...
Mez farsal n'eo ket ar gwellañ d'ober, arabad ober goab ag an dud-se, rag ur gwir gleñved a zo dezhe. Gwell e vehe roiñ dorn dezhe da gavoud helaezh a vignoned, d'ar re-se da c'hoari, da ziverral, da lâred kàer, da vrochennad pe da vutuniñ marse, gant ar plac'hig naw vloaz, gant ar vamm soursiuz pe gant ar mevel hegarad, ha kement zo. Kit da weled ar film ha c'hwi a gompreno...
Jean-Claude Le Ruyet.20170303b.201F.