Sonerezh Bro-Iwerzhon 'ban Arzon
Kantadoù a sonerien 'oe bodet e Arzon ar sizhun paseet.
Adalek ar merc'her betek ar sul o doa bet tro an dud da glevout sonerezh hengounel eus bro Iwerzhon 'kostez ar porzh. Kentelioù 'oa aozet gant kelennerien eus Bro Iwerzhon, diskouezhadegoù pe abadennoù 'oa ivez. Muioc'h 'vit 200 soner o doa kemeret perzh 'barzh ar c'hentelioù, ha kantadoù a dud er sessionoù 'oa bemdez en tavarnioù. Tud a zo deuet deus an Izelvroioù, bro Belgia, bro Alamagn, Kanada be Brazil d'ar gouel Brittany Winter School.
Ur reportaj get Enora Molac