Nozvezh sine 'bar Gemene gant patrick Prado
Leun e oe sal sinema Guemené disadorn da noz.
Daet oe tud eus ar vro da welet un heuliad 4 film filmet e Gwern Kistinig pe Persken, er bloavezioù 70s. Ar sevener Patrick Prado a zo sosiolog ha breizhad deus Pariz. Dedennet oe a viskoazh gant an hengoun hag ar pezh a denn deus sevenadur Breizh. Ur bern goulennoù diwar-benn plas mab den er gevredigezh a zo savet 'barzh e filmoù.
Setu ur reportaj get Enora Molac e cine Roch Guemené.