Repuidi eus Irak 'zo erru 'ba Trelevenez!
Ur familh eus Bro-Irak 'zo erru 'ba bro Landerne ar sizhun dremenet. Degemeret int gant ur strollad kristenien. Lojet int 'ba Trelevenez, 'ba un ti 'zo prestet dezho. Evit ar familh Shasha eo un disamm bout gellet dont da gavout repu amañ 'ba Breizh rak start tre 'oa o stad 'ba Irak 'blam d'o relijion. Muioc'h a displegadennoù gant Fulup Guillou, unan eus an dud a youl vat 'ra war dro ar familh 'zo degemeret. Gant Erwan Blanchard.