Oscar Temaru 'ba Breizh 'vit prientiñ e brantad kaballiñ
Oscar Temaru 'oa 'ba Breizh disadorn. Pedet 'oa prezidant kozh Breujoù Polynezia gant an izili eus ar c'homite da skoazell 'nañ 'zo bet savet 'ba Breizh. War ar renk emañ an dizalc'hour 'zo maer Faa'a 'ba Tahiti evit kemer perzh 'ban dilennadegoù prezidant Republik Bro-C'hall. O klask promesaoù sinadurioù 'bar c'hwec'hkorn emañ 'vit gellout kaout 500 sinadur dasparzhet 'ba 30 departamant disheñvel. Bet eo o kejañ gant maer Loc-Envel disadorn beure 'vit kaout, perak ket, he sinadur. 13 dilennad eus Penn-ar-Bed 'neunt prometet reiñ o hini. N'emañ ket pell ken da gaout sinadurioù awalc'h da gas d'ar C'huzul bonreizh ha 'giz se kemer perzh 'bar prantad kaballiñ. Goude merenn 'noa Oscar Temaru kendalc'het e droiad 'ba Bro-Dreger 'ba Gwengamp. Gwelet 'neus Antoine Kombouaré, gourdoner War Raok Gwengamp, 'oa deuet da saludiñ anezhañ, met ivez tud BZH=44 'vit lakaat ar gaoz war adstagañ bro an Naoned ouzh Breizh melestradurel. Selaouomp Oscar Temaru ouzh mikro Erwan Blanchard.