en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Tro ar skolioù: tresadennoù-bev e brezhoneg er sinema

Tro ar skolioù: tresadennoù-bev e brezhoneg er sinema

Diriaou da vintin er sinema Rex e Pondi e oa deuet ar vugale da welet filmoù-bevaat e brezhoneg. Troet e vez filmoù ha tresadennoù bev e brezhoneg gant ar gevredigezh Dizale. Ha bep bloaz e vez kinniget ar re nevez-troet d'ar skolioù, gant ar gevredigezh Daoulagad Breizh. Evit ar 15vet bloavezh e oa skignet Mab ar Groufalo hag Ar mulod o pentañ lern evit ar re vihan er skol vamm. Un film-bevaat deus bro Danmark, E barr uhélañ ar bed e anv, a vez kinniget d'ar re vras. Tapet en doa prix ar sellerien e Festival international du film d'animation e Annecy. Setu ur reportaj kaset a benn gant Enora Molac.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio