Izel tre eo live an dour 'ba lenn an Drenneg 'ba Menez Are
Dindan statud « takad gant un enkadenn sec’hor » emañ departamant penn ar Bed abaoe miz Eost. Un diouer a dour zo kaoz sur deoc’h. Mizioù zo ‘neus ket bet glaveier bras ‘ba Breizh. Dre se eo aet live an dour ‘ban eienennoù, ‘bar stêrioù ha ‘bal lennoù war disteraat… Hervez ar BRGM (Bureau des recherches géologiques et minières) eo ar bras eus al lenneier a dalc’h dour zo re izel o live dour. Se zo pezh ‘c’hoarvez ‘ba Kommanna ha lenn an Drenneg. Ne chom ket meit un drederenn eus an dour c’hall bout dalc’het enni. Pourvezet eo kêriou bro Brest ha Bro-Leon gant an dour ‘deu eus Menez Are. 300 000 a dud da nebeutañ zo liammet eus ar rouedad dour zo stag eus lenn an Drenneg… Ha n’eo ket gant ar pennadoù berr gant glav zo bet e miz Here eo bet cheñchet an traoù ‘vel ‘pezh ‘neus embannet Fulup Plouzane, maer Kommanna, da Erwan Blanchard.