Benoit Hamon 'zo dibabet 'vit bout danvez dilennad "la belle alliance populaire"
Dibabet eo Benoit Hamon da vout danvez dilennad "La Belle alliance populaire" 'vit an dilennadegoù da anveout prezidant Republik Bro-C'hall 'vo dalc'het d'an 23 a viz Ebrel. Votet 'oa, dec'h, gant tost 2 villion a dud 'vit rakdilennadegoù an tu kleiz. Trec'h eo bet ar breton gant tost 59% eus ar mouezhioù war Manuel Valls. 'Oa ket soñjet, araok ar rakdilennadegoù 'mañ, 'vefe aet ar maout gant un depute, bet ministr gant Manuel Valls, ha ne oa ket a-du gant ul lodenn eus politikerezh ar gouarnamant: al lezenn Macron hag al lezenn war al labour da skouer. Daou vod da welout ar politikerezh en tu kleiz 'oa tal ouzh tal dec'h. Peseurt mod 'vo prientet ar prantad kaballiñ bremañ. Daoust hag eñ 'vo an holl dud eus ar PS prest da souten Benoit Hamon? Selaoump Herri Morvan, kuzulier kêr PS 'ba Landerne, da gentañ. Ha war lerc'h 'vo klevet soñj an depute eus Brest Jean-Luc Bleunven.