Distaolioù àr produioù laezh : FDSEA ha JA 22 er stalioù !
Derc'hel 'ra ar broduerien laezh d'en em reiñ da glevet evit ma vo proproc'h ar priz paeet dezhe war al laezh gant ar stalioù-prenañ. Hag evit an deizioù end-eeun 'ni 'vez tabutet war ar prizioù evit ar bloavezh. Met ar sizhun dremenet 'oa pezhioù distalioù war produioù diwar laezh, evel fourmaj, amann, pe koavenn a bep-sort, er stalioù leclerc. N'eo ket bet deus santimant ar broduerien, sur deoc'h. Digwener 'oant ba'r stalioù zo en Aodoù An Arvor diwar galv an FDSEA hag ar JA, e Dinan, Lamballe, Lannuon pe Gwengamp, kement ha lakaat etiketennoù war pakadoù boued, da lâret ne c'hell ket bezañ paeet ur priz dereat d'ar broduerien gant distaolioù a-seurt-se. Yvon Boutier zo e karg en FDSEA Aodoù An Arvor, hag a oa e Gwengamp digwener. Lâret 'ra deomp penaos 'oa deut an ide da dont ba'r stalioù. Gant Tugdual Karluer.