Lañset eo 44vet Kan ar Bobl.
Krog a ra ar c'honkour kan ha muzik hengounel e brezhoneg hag e gallo get an 19 emgav-bro adal disul. Poent eo d'an dud o deus c'hoant da gemer perzh lakaat o anv neuze evit bout dibabet da vonet d'ar gourfenn 'benn miz Ebrel. Disadorn e oa bodet an holl aozourion tolpadoù-bro hag aozourion ar gourfenn e Pondi. Dilennet eo bet ur prezidant nevez : Gwendal ar Ruyet eo hag a gemero lec'h Kristian Rivoalen, oa get ar garg a brezidant a-c'houde 10 vlez zo. Selaouamp pelloc'h a-ziàr Kan ar Bobl 2017 get Kristian Rivoalen ha Yvon Gouez, é karg ag emgav Brasparzh. Emaint o-daou doc'h mikro Yaelle ar Mouel.