Anvet eo bet Ivan Brient èl arc'hbeleg e Pondi.
Goude bout bet tremenet tri blez e Plañwour eo bet degemeret en ofisiel Ivan Brient, 44 blez anezhoñ e Pondi dec'h. Daet e oa an eskob Raymond Centène d'en staliañ en e garg nevez èl ma vez lâret. Un darvoud a-bouez evit ur barrez eo degemer ur person nevez. Ouzhpenn kêr Pondi e vo an arc'hbeleg nevez é karg a vro Pondi hrevez kartenn eskopti Gwened. Graomp anaouedegezh getoñ ha penaos e wel ar chanjamant-mañ. Ivan Brient a zo doc'h mikro Yaelle ar Mouel.