keleier 5:30
@@@Bout kengred get ar SEL, pe servij an eskemmoù lec'hel.@@@
En termen enkadenn-mañ e klaska an dud fesonioù nevez da veviñ. E Frañs e oa bet krouet ar Sel-où ketañ er bleadoù 1994. Kani Gwened zo bet savet daou vlez goude e 1996. Tro dro kant hanterkant a dud a gemera perzh ennoñ hiziv an deiz. A-bep seurt hella bout eskemmet hrevez doberioù an dud : kempen ur benveg bennak, reiñ ur gentel yezh, jardrinerezh, ha c'hoazh. Dre ur sistemm poentoù e vez kontet an amzer roet d'ar re rall. E kornad Logunec'h zo klasket sevel ur SEL. Suzanne ar Rouzig ha Izabel Delanjamet a zo perzh e SEL ar golfe e Gwened. Displegiñ a reont deomp penaos e troa an traoù.
Doh mikro Yaelle ar Mouel
@@@Diskweziñ ar sonerezh poblek ag ar bed a-bezh.@@@
Hiziv 'ba abati Daoulaz emañ bet roet lañs d'an diskwezadeg anvet "L'air du temps". A-bep seurt vo da welet ha da selaou eno betag kreiz miz Gouel-Mikel : gitarioù, taboulinoù, ar sinté (tiseur) kentañ& Ur bochad benvegoù a lâra hiorc'h diwar-benn o bro, o amzer. Selaouamp Emilie Simon, 'zo ambrougerez 'ba abati Daoulaz, evit gouiet hiroc'h.
Get Erwan Blanchard
@@@'Benn disul 'vo pardon Itron Varia ar Geoded e Laruen, e Kerne Uhel.@@@
Unan a bardonioù kentañ ar blez. Annie Pampanay ha Jacky Raoul a ra àr-dro d'ar chapel a-hed ar blez, hag àr-dro d'ar pardon, a vez dalc'het d'ar sul kentañ a viz Mae. Kontañ a reont deomp ag istoer ar chapel hag ar pardon, doh mikro Yann-Ber Gwiader, en RKB.
Amañ