Keleier 5e30
@@@An diviz en tele etre Nicolas Sarkozy ha François Hollande@@@
Dimerc'her noz oa bet tost 18 million a dud o heuliañ an diviz etre Nicolas Sarkozy ha François Hollande, an daou gabaler a chom war ar reñk evit / eil tro an dilennadeg prezidant disul. Laouen oa QG an daou bolitikour 'ba Pariz, 'vel just. 'Ba Kemper oa dam-heñvel. Pedet oa stourmerien an UMP da heuliañ an diviz e stal politikel Georges-Philippe Fontaine, ar c'habaler UMP evit an dilannegoù-deputed war ar bastell-vro gentañ e Penn ar Bed.
Selouit peseurt sell 'zo bet war an diviz gant Maryse Colin, ezel an UMP
Evel just ne oa ket memes diellfennadur en tu all eus an Oded 'ba Kemper, e stal ar PS e lec'h oa bodet ivez ar stourmerien hag ivez supporterien n'o deus ket ur gartenn PS met a zo tost a-walc'h evit kemer perzh en emvod publik-se.
En o zouez 'oa Arnaud
Get kuzul departamant ar Morbihan hag ar misionoù lec'hel zo bet lakaet e plas un taol ansi e kornad Pondi hag an Oriant. Kement-mañ evit sekour get an dud yaouank zo e-maez ag ar gevredigezh, hag o lakaat da gemer perzh er vuhez en-dro. Àr meur a dra vez labouret èl ar yec'hed, ar stummadur micherel, pe an aotre-bleniañ. Ur skol-vleniañ kengred zo bet savet iwez.
Domitille André a laboura e mision lec'hel Pondi