"Glanys, priz ar gwad"
Gant Yann Fulup Dupuys zo savet ur pezh c'hoari nevez e brezhoneg, war un ton nevez, asambles gant ul laz-kanañ, na petra 'ta. Ha nag a dud war al leurenn! Ur pezh anvet « Galnys, priz ar gwad » savet diwar istorioù ar Gelted kozh en enez Preden, Breizh-veur a-vremañ. Ur raktres harpet gant sal ar Malamok er Gelveneg, e bro Vigouden, ma c'hello ar gomedianed pleustriñ.
Yann Fulup Dupuy, en deus bet skrivet ar pezh-c'hoari, a lâr deomp hiroc'h war-eeun. Gant Tugdual Karluer.