An Oriant : Falc'herion OGK galvet en tribunal.
Diriaou da noz oa galvet pevar falc'hour ogk e lez-varn an Oriant.
Daet e oa un tri-ugent den bennak d'o souten ha vrudiñ ar stourm enep an OGK. Tamallet eo d'ar pevar den : Alban, Didier, Samuel ha Yves o anv, bout bet livet mangoerioù àr porzh an Oriant. Goude bout bet arrestet ha goulennet paeiñ un daol-gastiz a 470 euro get pep hani anezhe, pezh o deus nac'het e oant bet galvet d'an tribunal neuze. Patricia Riou oa e-mesk get ar vanifestanted diriaou en Oriant. Selaouamp doc'hti doc'h mikro Yaelle ar Mouel.