Abadenn Nnn 197 : Lizher ag ar 27.02.1917
Abadenn Nnn 197
Lizher ag ar 27.02.1917
Lec'h : Rollot
///Lakaet hoc'h eus piz... Na lakait ket re a diñtur iod àr ho kloasadenn... Deraou a ra an evned kanal er girzhier : Kanenn ar Peoc'h a ya da sevel arre, evit an deirvet gwezh, diàr an douar goloet a wad... Komz a raer ma vimp lakaet a-dreñv un herradig da c'hortoz an tarzhad... Breizhiz-Veur a zalc'h da atahiniñ ar Germaned... Noz ha deiz e tennont : ur spont d'an houarn a skopont àr o eneberion. Ar blez-mañ e vo diaesoc'h beviñ e'it biskoazh ; memp en hor bro-ni... A-hend-arall, get ar saout ha get ar yer, ar gwazi c'hwi a c'hello atav kaout boued... Ne vo ket kavet traoù, memp evit argant... Armerzhit ivez ho keuneudaj koad, pe glaou... An aer ag ar mor a dalv e-leizh evit reiñ goust d'ar boued... Goulennit get ma zad ar pezh a senefi just : ar c'hailh n'hell ket choaz... Kenavo deoc'h, Louiz ar Velin, ha d'an daou bugel a zo é terc'hel mat deoc'h du-se.///
Diaesoc'h-diaes e vo beviñ e kêr : an hini na brodu ket netra hag a vev doc'h e leveoù a vo tapet, rivinet. Diwezh ur gouiañv kalet en dachenn. Lakaat piz a daol labour met argant a vez gounidet gete. Ar Saozon é terc'hel da vrezelaat start a-hed ar gouiañv 1916-1917.