en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Abadenn Nnn 177 : Lizher ag ar .. 01.1917

Abadenn Nnn 177 : Lizher ag ar .. 01.1917

Abadenn Nnn 177 Lizher ag ar .. 01.1917 Lec'h : Rollot. ///Kaset em eus daou bakad butum da 'm zad get an niverennoù Revue Hebdomadaire am eus lennet... Hiriv eh an da gas ivez d'ar gêr ur voest katev dantel en deus kaset Even din... Ar vugale o c'havo mat, sur...Kreñv eo ar gwin-ardant sistr... Dalc'hit da gonfortiñ ar re arall. Me a ra-me an dra-se amañ ivez, rak an holl a goll pasianted... Soñjit er garantez birvidant a garg hor c'halonoù.... M'ho kar... ha me a vok d'ho taoulagadigoù... Pep a vok d'an daou c'hwil, ha da Pepé ha Memé./// Ul lizher hep deiziad resis. Kas ha resev traoù mat ag ar gêr : ma ne vênt ket goulennet ne vint ket degemeret. Koll an esperañs n'eo ket kristen ; koñfortiñ ar re arall a zo un dever kristen hag a sikour get an den derc'hel kalon, en em gonfortiñ e-unan, en em zerc'hel en e-sav. Ar gwin-ardant : afer ar wazed.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio