en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro hag ar bed d'ar Yaou 12 a viz Du 2026

Keleier ar vro hag ar bed d'ar Yaou 12 a viz Du 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Ur manifestour zo bet gloazet gant oto 'ba Montroulez disadorn!

Echuet fall ‘oa ar vanifestadeg sokial ‘ba Montroulez disadorn. Ur blenier oto ‘zo bet tost da lazhañ unan eus ar vanifesterien p’en em gave an dibunerien chouk d’an ti gar. Aet eo ar blenier a benn d’ar manifesterien ha falc’het unan deusho. Fabris Kadou ‘zo unan eus aozerien ar vanifestadeg. Spontet eo bet ar sindikalour FSU gant an darvoud. Muioc’h gantañ ouzh mikro Erwan Blanchard.

Stanket ha serret eo bet Skol-Veur Roazhon 2

Abaoe sizhunioù e vez studierien Roazhon o kas ar stourm ‘sambles gant al liseidi. Ouzhpenn da zgoulennoù al liseidi zo harpet gante. Goulenn’reont muioc’h a arc’hant hag a gelennerien e skol-veur Roazhon 2 a zo lakaet diaes abaoe bloavezhioù bremañ gant digresk ar yalc’hadoù a-berzh ar stad. Dimeurzh ‘oa bet embannet blokus ar skol-veur. Louan zo studier en aotregezh war ar Brezhoneg, kemer a ra perzh er stourm hag e oa bet en emvod meur dec’h kreisteiz, lavarout a ra deomp penaos eo tremenet an traoù. Emañ gant Anton Burel.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Poltredaouegoù liseidi lise Kerichen zo bet rekisissioned gant ar polis!

  • Izel 'vel biskoazh eo ar gementad dour zo dalc'het 'ba lenn Gwerledan

  • Milieroù a skolioù zo bet gourdrouzet dre internet 'ba Bro-Skos, Iwerzhon an hanternoz hag Italia

  • Mieroù a dud 'oa war ar straedoù 'ba Bro-Spagn dec'h 'vit ar galloud-preno hag al lonjiris

  • Degadoù a brizonidi 'vo eskemmet etre Ukren ha Russia

  • Pevar sindikad kazetennerien 'neunt dougenet klemm eus X puur eo harzhet ar gelaounnerien d'ober o labour

  • Rink-Hockey: Keverzh 'zo 'ba penn ar c'hampionad Lig 1

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio