Abadenn Nnn 174 b : Lizherioù ag ar 24 hag ar 27.12.1916
Abadenn Nnn 174 b
Lizherioù ag ar 24 hag ar 27.12.1916
Lec'h : e-kostez Montdidier, Conchy-les-Pots.
///Bet em eus bet ar voestadig greunad a-enep d'ar pas... Monet a ra gwell get ma rum... Dimeurzh eh aomp kuit d'ur gêr en deus un anv fentus. Kac'her-er-Podoù a vez graet anezhi...
Setu-me em lec'h nevez... Ur gêrig didrouz eo... 'Gozik rac'h an dud a zo amañ. Un iliz gozh a zo gloestret d'ar Werc'hez... Lojet omp en un ti lec'h nend eus 'medomp... Nend omp ket drouk. Fondet eo an diabarzh ag an ti d'ar soudarded... Nend eo ket yen dre ma raomp tan en ur fornev. Me a gred eh omp daet amañ e'it labourat...///
Rouart-Lerolle, embannour ar c'haieradoù sonennoù. Ar soudarded doc'h en em ziblas : kas lod ag o rikoù gete. Netra kempennet get an arme evit degemer ar soudarded goude daou vlezad brezel; cheñchamant a vo adalek 1917. Ar bolitikerion é tapout galloud en-dro àr bennoù an arme.