Abadenn Nnn 171 : Kartenn ag an 19 ha lizher ag 20.12.1916
Abadenn Nnn 171
Kartenn ag an 19 ha lizher ag 20.12.1916
Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise)
///Bet eo bet Job doc'h man gwelet. Frev eo, met soñjoù du du a zo daet arre getoñ ag ar gêr. Erc'h a ra ha yen eo ken na c'hellomp ket forzh kaer skriv... Netra a vat. En em soagnit mat atav du-se...
Yen eo, yen eo ! . Kas a ran deoc'h kontoù an Ao. Padelleg... Kas a ran deoc'h un tamm levr am eus kavet... Bet em eus bet ag Andrev ur gartenn en deus graet plijadur din. Bet en deus bet e bermision 20 deiz... Job a zay en-dro da 'm gwelet... Bet em eus bet getoñ doare ag an Alre... Eürus on ec'h ouiet e talc'hit ma lec'h hag eh a al labour. Me a oui hoc'h eus poan hag ema ponner ar samm evidoc'h hag evit ma zud...///
Loeiz a gar bras an traoù skrivet : emaint da vout miret. Un emzalc'h boutin d'an holl soudarded : serriñ traoù ha kas d'ar gêr. Donet d'ar gêr e permision ha distreiñ en-dro : peadra da vagiñ soñjoù du; permisionoù hiroc'h d'al labourizion douar oadet.