Abadenn Nnn 170 a :Lizherioù ag ar 15 ha 17.12.1916
Abadenn Nnn 170 a_
Lizherioù ag ar 15 ha 17.12.1916
Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise)
///Gwelet a ran àr ar gazetoù en deus c'hoant ar gouarnamant da zistag an droad d'ober gwin-ardant, ha memp da breniñ an hani graet... Gwell e vez deoc'h, a pa vêc'h klañv, gwelet ar Garreg... Nend eo ket an argant a zispigner èl-se a zo argant kollet.... Anoued hor bez hor gwalc'h amañ... Neoazh ne glaskomp ket monet kuit... Arru eo Jañ-Mari a bermision, amanenn getoñ evidin hag un toullad "majistral" ! .
Eh aomp c'hoazh da bostal. D'e men, ne ouian ket c'hoazh... Nag ur vuhez ! ...
Ne gomprenan ket ivez ar gwin-ardant... Fur e vehe memp pas evet anezhoñ betek man distro... Me a zo kontant a-walc'h da skriv da Rouart... Nend aomp ket pell... Monet a raomp da labourat evit an artillerie... Ne vo ket kalz a zañjer... Ur voest kaset din get Matthews...///
An doktor ar Garreg. Jemari a Langedig : ur paotr mat met evour anezhañ. Ret e vo diwall mat a bas kalaviñ ar gwin-ardant : enor ar peizant, ha marse ne vo ket mui droad d'ober goude ar brezel...