Abadenn Nnn 160 : Lizherioù ag an 10 hag an 13.11.1916
Abadenn Nnn 160_
Lizherioù ag an 10 hag an 13.11.1916
Lec'h :.e Romescamp (Oise)
///Amañ ar paper-hont ho poa kaset din... Atav eh omp amañ...
Hiriv e kasan ul lizher d'ar c'hapiten ag ar jañdarmeri en Oriant. Ne faot ket bout souezhet enta a welet ma eontr kordenn ec'h arru genoc'h. E'it an avaloù-douar, ne c'heller ket kemer genoc'h kalz a dra... Kaset em eus ur gartenn da Vona... Er vuhez-mañ e vez graet deoc'h preniñ ker ar basianted a pa n'ho pez ket ! ... Hiriv eh eus roet botoù koad, chaosonoù, sokoù deomp. An deiz arall eh oa roet kroc'hen deñved : nag ur c'halav argant ! ...///
Al lizher skrivet : un nor digor àr ar vuhez pemdeziek en-dro d'ar soudard, un testoni dispar a vunudoù an endro. Ul lizher d'ar jañdarmed abalamour d'al laeroñsi : al lezenn a zo al lezenn.