en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Abadenn Nnn 156 : Lizherioù ag an 21 hag an 22.10.1916

Abadenn Nnn 156 : Lizherioù ag an 21 hag an 22.10.1916

Abadenn Nnn 156 Lizherioù ag an 21 hag an 22.10.1916 Lec'h : e Romescamp (Oise) ///Bet em eus bet ur voestad avaloù... Ar wezh-mañ eh oa re vras ar pakad. Ar soudarded a vez sammet a-walc'h get o fakadoù... E pezh tachad kavet an Durzhunell...Nend on ket bet piket, gwell a-se... Atav ema yen... Gwell deoc'h derc'hel ho matezh e'it monet da cheñch c'hoazh... Diaesoc'h pe diaes e vo deoc'h kavet matezh a-gentizh ma pado ar brezel... E'it ar sonennoù a faot da Huénedour moulliñ... C'hwi a roay din seul gwezh doare Guenel ha Hervé. Mar gwelit e pad re o c'hleñved e vo gwell deoc'h gervel ar medisinour... Er Som, an tennoù é kornal hep arsav... Ar gouiañv-mañ, 'kredan, ne vo ket ehanet a vrezelaa... Berraat a ray bepred ar brezel... Ema arru ar vrud ema beuzet Loeiz ar Porh... Ma nend eus ket lakaet ler dindan ma galochoù... Nend eo ket deoc'h-c'hwi d'en em soursial da serrezh argant e'it ar sonennoù a fall da Vellag moulliñ.../// Kas traoù da Loeiz. Derc'hel ar vatezh; diaesaat a ra kaout tud da chom da labourat àr ar maezoù. Kleñved ar vugale : ret eo kas plaen doare d'an tad evit ma vo skañv e spered. Lizherioù eskemmet plaen. Sonenneu Bretoned er Morbihan (Dihunamb).

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio