en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5e30

Keleier 5e30

@@@Erika@@@ Hiziv oa bodet dilennidi ar strollegezhoù lec'hel ha dileuridi kevredigezhoù deus n'um lakaet èvel lodenn geo-dedel e prosez an Erika. War traezhenn Fort-Bloqué o deus n'um dolpet, lec'h ma oa degouezhet ar c'hetañ boulligoù mazout d'an tri wàrn-ugent a viz Kerzu1999. Yaëlle ar Mouel oa wàr ar lec'h @@@Stummañ ar skrivagnerien a skriv e brezhoneg@@@ Stummañ ar skrivagnerien a skriv e brezhoneg war ar mod da sevel mat un istor: setu ar stummadur nevez kroet gant « Le Groupe Ouest », Stumdi asambles gant « Dizale » ha "Livre et lecture en Bretagne". Pemp miz a bado ar staj en ur mod nann-dibaouez. Displegadennoù gant Estelle Car, 'zo e-karg eus ar raktres 'vit « Le Groupe Ouest ». Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard. @@@Kanomp bepred@@@ Fenoz 'vo igoret an diskouezadeg « Kanomp bepred » 'zo kinniget d'an dud abaoe penn kentañ miz Ebrel e Maner Karnod, e Mellag. Ar c'han e Breizh 'zo e-kalon an diskouezadeg-se 'zo pinvikig-kaer, kement evit an dud deuet, ar re eus ar vro pe an douristed ha kement evit ar vugale, a gavo 'ba Kernod, o gwellañ plijadur. Muioc'h a displegadennoù gant komiserezh an diskouezadeg, Aurélie Le Déroff

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio