Muioc'h mui a dud 'zo paket gant kleñved Lyme
Muioc'h mui a dud a chom klañv gant ar c'hleñved anvet Lyme 'ba Breizh. Ur c'hleñved 'vez tapet alies da vare an nevez amzer hag an hañv. Gant an teureug 'vije tapet ar c'hleñved 'mañ: amprevaned bihan enno ar virus borelia hag a deu da flemmañ an dud hag a c'hall en em santout skuizh mat ur wech klañv hag ouzhpenn c'hoazh. N'eo ket anavezet mat ar c'hleñved 'mañ 'vit poent met memestra 'zo divizet gant minister ar yec'hed reiñ lañs d'ur steuñv da stourm ouzh ar c'hleñved, kleñved Lyme, ha ouzh ar c'hleñvedoù tapet 'blam d'an teureugoù. Anne-Emmanuelle Argouarc'h, o chom 'ba Gwineventer etre Landerne ha Landivizio, 'zo chomet klañv gant kleñved Lyme ar bloaz mañ, dav eo dezhi diwall c'hoazh. Kontañ 'ra deomp 'perzh 'zo c'hoarvezet ganti.