àr hent ar zero dechet.
En termen-mañ ag ar blez e vez aozet Sihun European da nebeutat an dilerc'hioù. Get ar Sittom-mi eo bet savet ur sihuniad abadennoù a-bep seurt da gelaouiñ an dud àr ar feson da da broduiñ nebeutoc'h a lostajoù er vuhez pemdez. Atalieroù a zo bet ba tier lod tud ag ar c'hornad ba bro Pondi, Joselin ha Ploervael a-ziàr ar liorzh, pe ar mod pratik da veviñ hep gober lousteri. Dec'h da noz e oa bet pedet Jéremie Pichon d'ober ur brezegenn e Logunec'h. Get e familh en deus eñ kroget get an hent-se daou vlez 'zo. 5 kilo lousteri o deus produet àrlané hepken ha pa vez produet 390 kilo lousteri bep blez get un den en Europ hiziv an deiz. Er levr « Famille presque zero déchet » e tisplega hiroc'h hag e ra soñjoù d'an dud da vonet àr an hent-se iwez. Lucie oa e-mesk get ar c'hant a dud oa bet é selaou doc'htoñ dec'h. Get Yaelle ar Mouel.