Lanneur : ar familh Postig dianavet ag an ti Post.
Abaoe miz Gouere 'neus komprenet René Postig hag e wreg, Amélie, n'eo ket anavezet o chomlec'h gant ar Post ken. O chom emaint 'ba straed Hent ar Pennquer 'ba Lanneur, un tamm tachenn 'zo e-barzh kumun Gwimaeg. C'hoant 'nije René hag Amelie 'vefe renket an afer 'mañ kuit da gaout disaesterioù betek re: da skouer n'eo ket anavezet o chomlec'h gant ar GPS. Un torr-penn dizoloet e-kerzh an hañv 'pa 'noa goulennet o merc'h, 'zo o chom 'ba Pariz, 'vije kaset he lizihiri da di he zud 'ba Lanneur. Muioc'h a displegadennoù gant Amelie Postig. Gant Erwan Blanchard.