dilennadegoù prezidant EELV
2,31% evit Eva Joly, hag ar stroll Europa Ekologiezh/ar Re C'hlas, en dro gentañ an dilennadegoù prezidant, e Frañs a-bezh, ha 2,95% e Breizh pevar departamant.
Bepred eo un tamm bihan gwell ar sifroù e Breizh evit a-live Frañs evit ar stroll ekologour, met dister 'walc'h an niver a vouezhioù da-heul ar pezh a oa bet raksoñjet gant ar sontadegoù. Jakez Jikel zo kuzulier-kêr e Lannuon, en anv EELV, reiñ 'ra e santimant deomp o welet an disoc'hoù dec'h da noz, deus mikro Tudual Karluer.