"Lenn" a renabl ar levrioù e brezhoneg.
Disul 'oa bet digoret al lec'hienn internet « Lenn ». Ha roet lañs de'i en ofisiel war un dro. Ur benveg zo ane'i da sikour an dud da c'hoût pe levrioù da brenañ e brezhoneg. Ul lec'hienn divyezhek 'vat, kement ha harpañ tud o teskiñ pe tud 'deus bugale e skolioù brezhonek. Gant ar gevredigezh « levrioù ha lennadennoù e Breizh » eo bet lañset, en ur genlabourat gant Electre, harpet gant rannvro Breizh hag ofis publik ar brezhoneg. Pelloc'h gant Delphine ar Bras, e « levrioù ha lennadennoù e Breizh », he deus labouret war ar raktres. Gant Tugdual Karluer.