Distro ar brezhoneg e kêr ar bageal Eric Tabarly en Oriant.
Setu pezh a c'houlenna stourmerion Ai'ta. Blez 'zo oa bet adsavet an holl banellerezh er mirdi. E-raok e oa teiryezheg, galleg, saozneg ha brezhoneg. Hag a-c'houde ur blez neuze, lamet ar brezhoneg ha lakaet alamaneg. Goude meur a emgav get an dud é karg e kêr ar bageal hag a zo meret get ar Sellor, un ensavadur argantaet get tolpad kêrioù an Oriant. Disadorn e oa aozet ur weladenn e brezhoneg get Ai'ta. Ugent a dud deus kemeret perzh da c'houlenn muioc'h a zoujañs doc'h yezh ar vro. Hiroc'h get unan a stourmerion ar strollad. Doc'h mikro Yaelle.