Trebeurden : bihan a dud enep ar repuidi get an FN.
Evit ar sizhun zo un 60 a repuidi da vezañ degemeret e Trebeurden ha Tregastell, war an aod e bro Dreger.
Met digwener 'oa bet galvet gant an fn da vanifestiñ 'enep d'an degemer repuidi. Bihan ar respont, un hanter-kant bennaket a dud 'oa bet. E Trebeurden evit an emgav kentañ lakaet gant an fn. Hag int ha'n em gavet a-dal d'ur c'hwec'h kant a vanifesterien, deut da diskwel souten d'ar repuidi ha sevel 'enep d'ar strollad politikel tu-dehoù pellañ ha d'ar mennozhioù da-heul, pelloc'h evit war an dachenn bolitikel strizh. Nullet 'oa bet an dolpadeg e Tregastell, diwar ali an archerien, a lâre bezañ dic'houest da difenn tud an tu-dehoù pellañ.
Deus tu an fn n'eus bet kavet den da respont e brezhoneg. An darn vrasañ deus an dud a oa dilennidi anê, re ar stroll fn er rannvro, tud ar servij urzh broadel, da lâras tud deut deus lec'h all. Bihan an dud diwar-dro met un toulladig 'oa anê memestra. Selaouomp petore tro 'oa d'an abadenn deus tu an fn 'ta. Ur reportaj get Tugdual Karluer.