"Bagad ar re gozh" 'ba Kemper 'zo o klask sonerien
Dorioù digor a oa gant Bagad ar Re Gozh e Kemper dec'h, 'benn klask desachan sonerien da vont d'o heul dre ma vank tud er skipailh, taboulinerien dreist-holl. Ar bagad-man a oa bet krouet e 1973 gant tud o labourat en ospital Gourmelen e Kemper, ha dalc'het o deus gant ar memes sonjoù : senin evit ar blijadur hep klask konkourin.
Per Vari Kerloc'h a zo tabouliner 'barzh Bagad ar Re Gozh. Displeget n'eus pelloc'h da Gatell Uguen.