en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gouiet hiroc'h àr an TAFTA.

Gouiet hiroc'h àr an TAFTA.

An Tafta 'zo un emglev 'zo prientet gant Unanviezh Europa ha Stadoù Unaned 'vit aesaat, sañset, an darempredoù ekonomikel etre ar broioù europeat hag an USA, da laret eo sevel un dachenn eskemm dieub. An emglev 'mañ 'zo nac'haet gant muioc'h ha mui a dud 'ba Europa. Evit goar hiroc'h war an Tafta 'oa kinniget digwener noz, 'ban Drenneg 'kichen Lesneven, un emvod digor d'an holl, un emvod savet gant Jean-Luc Bleunven, kannad pastell-vro Brest war ar maez. Pedet 'oa Eric Beaty a labour war an dachenn ekonomikel 'vit consulat USA 'ba Roazhon; Edouard Bourcieu, eus renerezh koñvers Kommission Europat hag Yvon Thomas eus ar gevredigezh CLCV. Yannig Jadot, kannad europat EELV 'oa da zont met gwelloc'h 'oa bet dezhañ mont da gKernitron-al-Lann. Un 200 bennaket a dud 'oa bet betek an Drenneg 'vit klevout komz diwar benn an Tafta. Selaouomp Jean-Luc Bleunven, ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio