Le fils de Jean
SIN-161007-LE FILS DE JEAN.docx
LE FILS DE JEAN
Ur film sevenet gant : Philippe Lioret (2016).
Gant : Pierre Deladonchamps, Gabriel Arcand, Catherine de Léan (1e38).
Ataw e vez diaez d'an den chom heb anavoud e gerent, e dad hag e vamm. Dija ne oui ket ataw ar pezh ema daet d'ober war an tamm douar-mañ, ne anav ket mister ar Vuhez, ne oui ket pesort ster zo dezhi. Lod a lâr zokén n'eus ster ebed d'ar vuhez. Neuze, gouied, d'an nebeutañ, eh eus bet dimp un tad hag ur vamm da gomañs, setu aze an disterrañ elfenn da anavoud evid klask un diskloum bennag d'hon aters meur. Ar re na ouiont ket gant piw emaint bet ganet, komprenabl eo ne vez ket aez dezhe bevañ gant an aters-se bemdez, pa vez sioul an dud arall, war ar poent-se d'ar bihannañ.
Philippe Lioret zo sevener L'équipier, 2004 ; Je vais bien, ne t'en fais pas, 2006 ; Welcome, 2009, Toutes nos envies, 2011. Savet eo bet e film nevez-mañ, Le fils de Jean, diwar-benn un den yaouank tri bloaz ha tregont, pedet da dreuziñ ar meurvor adlantel evid moned da obidoù e dad, un den dianav dezhañ. Ha dizoloiñ ive e oa du-hont, er C'hanada, daou vreur dezhañ dianav-kàer.
Kaset omp er familh ganadian, e familhoù mignoned, dizoloiñ a raomp tamm ha tamm penaoz he doa teiset ar vuhez he gwiad en tu arall ag ar mor braz. E-pad an amzer-se en doa kreskaet Mathieu, mab Jean, e Pariz. Dle oa d'ar veaj-se boud berr. Moned d'an interamant ha setu toud. Mez ken kreñv ema an c'hoant da c'houied, an c'hoant da anavoud e orinoù e spered Mathieu, ma ne dremen ket an traoù evel en doa soñjet, na tamm ebed naket evel ar pezh o doa soñjet lod ag an dud eno.
Choaz a raomp hon mignoned, mez ne choazomp ket hon breuder, a vez lâret. Hag ar vreuder, a-c'houde gwers amzer ne vezont ket hegarad ataw en hon keñver. Komz a ra levr kentañ ar Bibl, ar C'heneliezh (La Genèse), ag Abel ha Kain ; Kain, muntrer e vreur dre warizi, rag krediñ a rae e oa Abel karetoc'h egetañ a berzh Doue. Ned a ket an traoù beteg ar poent-se tamm ebed er film. Un istoer arall eo. Kain hag Abel a ouie piw oa o zad hag o mamm (Adam hag Eva n'em eus ket soñj mar gouient-gi piw oa o re !). Mathieu, amañ, en deus c'hoant da ouied hirroc'h. Frioù-furch, pa furchont, a gav meur a wezh. Hag ar pezh a gavont a c'hell boud dic'hortoz-braz. Ar wirionez, meur a wezh, a vez diaez da lonkañ. Diouzh an tu arall e laka an den libr, peogwir e c'hell selled douzh ar vuhez evel m'ema, heb mouched ebed warni.
Ya, petra ema daet Mathieu d'ober e Montreal ? Moned da interamant un tad nen doa ket anavet, un tad hag a oa marvet beuzet en ur lenn, goude un taol kalon kredabl, heb d'e gorf boud bet kavet ? Gouied piw e oa e vreuder n'o doa ket biskoazh klevet komz anezhañ, unan anezhe intereset gant an herezh, an arall tàer-braz ? Mez perag en doa Pierre, mignon braz e dad, berzet da Vathieu lâred piw e oa d'e vreuder ? Sekredoù familh n'eo ket an traoù-se a vank, ha setu ar pezh en doa choazet Philippe Lioret da ziskoueziñ dimp. Gant tenerded ha simpted. Filmañ ar fromoù ne vez ket aez ataw, rag pa chom ar c'hamera re pe re nebeud war fas ur c'homedian e c'hell an traoù boud divalaw war ar skramm goude. Amañ e sant an arvester justed ar santimantoù, ha justed ar gomedianed evel Pierre Deladonchamps ha Gabriel Arcand. Setu aze ur film tener war un tem kizidig.
Jean-Claude Le Ruyet.20161007d.181E.